Brezhoneg

E deroù ar bloavezhioù 2000 e oa strewet al lec’hiennoù henoniel anavezet en un doare dizunvan war ar c’hartennoù eus Breizh.  Enne e oa takadoù gant lec’hiennoù stank-kenañ rak studiet e vezent ingal ha lod all ma ne oant ket ken stank e Kreiz-Breizh.

Evit kempouezañ ar ouiziegezh er rannvro ez eus bet diazezet ur c’henlabour etre ar Stad (Servij-rannvro an Henoniezh) ha Bro Kôrnog Kreiz-Breizh gant ar Rannvro ha kumuniezhioù-kumunioù ar c’horn-bro evit sevel ur renabl henoniel klok.

Disoc’hoù an enklask-se, bet kaset da benn gant Alain Provost hag Éric Philippe etre 2002 ha 2009, a vo displeget deoc’h bremañ.

Mareoù Kreizy

E Krennoadvezh ar Maen (eus - 9 500 da – 5 000) e oa chaseourien-dastumerien kantreidi eus an dud. O monedone n’eo ket anavezet mat, met ar roudoù henoniel a laka da soñjal en  ur mod bevañ diazezet war dilec’hiadur ingal al lec’hioù-annez. E-pad o ehanoù e oant diazezet e lec’hioù  evel ar c’hledourenn dindan reier e Kervizien en Uhelgoad, ma veze dreset gante o binvioù hag o armoù ha ma raent war-dro o freizhoù. Ar c’hledourennoù dindan reier n’int ket savadurioù graet gant Mab-den, met furmoù reier naturel implijet a-ratozh ha kempennet tamm pe damm. An arrebeuri disseurt a zo bet kavet enne a laka da soñjal e veze implijet binvioù arbennik. Lod a dalveze da chaseal, lod all da zispenn loened pe da droc’hañ kig.


Menhir de Kerampeulven - Berrien - crédit D Aubin

Menhir de Kerampeulven - Berrien
Menhir de Kerampeulven - Berrien

E Nevezoadvezh ar Maen

(eus - 5 000 da – 2 300) e paouezas an dud da gantreal, hag en em lakaaet a rejont da c’hounit an douar ha da gorvoiñ an danvezioù a oa tro-dro dezhe. Al labourerien-douar gentañ e oant. E Breizh e voe merket ar mare-se gant ar peulvanoù, an taolioù-maen hag an alezioù toet all. N’int ket ar roudoù nemete lezet gant an dud koulskoude, met ar re-se eo ar re splannañ er vro. An annezioù, savet gant danvezioù dibad, a anavezer dre an aspadennoù eus o diazezoù hag o oaledoù. Ne weler ket ken an holl vonumantoù-kañv. Dibar eo karn Kroez dom Herri e Sant-Nikolaz-ar-Pelem, daoust m’eo bet dispennet, abalamour d’e framm ha d’e aozadur ha ne oa anavezet a-raok nemet en arvor.

Gant donedigezh an arem, war-dro – 2 300, e voe graet eskemmoù etre Arvorig ma oa staen, evel en inizi Breizh-Veur, ha broioù ar Mor Kreizdouar, ma oa puilh ar c’houevr, daou vetal hag a oa ezhomm anezhe evit ober ar c’hendeuzad. Er mare-se e teuas war wel ar c’hrugelloù etre 10 ha 40 m treuzkiz hag a c’halle goleiñ meur a vez hiniennel. Paouezet e voe neuze gant ar bezioù stroll eus Nevezoadvezh ar Maen. Anavezet eo Oadvezh an Arem ivez abalamour d’e zaspugnadoù a zo merkoù eus lidoù ha disurentez. Hini Kerboar e Sant-Ijo a oa ennañ, e-touez traoù all, ur chidhouarn e tol, un dra hag a ziskouez peseurt armoù-kegin a veze graet gante war ar pemdez ha penaos e veze labouret ar metal.

En « Amzer ar C’halianed » e erru an houarn war-dro -800. N’eo ket ken gwevn hag ar c’houevr, implijet e veze da gentañ evit ober armoù a-raok talvezout d’ober binvioù. Gant labour an douar hag arbennikadur obererezh an dud e teuas ur rouedad tier-feurm war wel. Aozet e oant en-dro da zaou lec’h disheñvel : lodenn an tiad, gant an tier-annez hag an adtier, ha lodenn al labour-douar, gant ar chatal hag ar grañjoù. E-kichen e oa beredoù kloz alies, hag a ziskouez e veze dalc’het an tiegezhioù gant familhoù. Goude – 300 e weler, gant ar mogerioù en-dro da diez-feurm uhelidi, evel e Sant Siñforian e Paoul, e oa meret ar c’horn-bro gant an noblañs. Ar madoù douaret, evel daspugnad moneiz Roskelfen e Lanniskad, a ziskouez e oa lod eus ar berc’henned o vevañ en o aez.

E Breizh e voe echuet aloubadeg ar Romaned e -52. Diazezet e voe Vorgium ha dont a reas da vezañ kêr-benn an Osismied, ur bobl c’halian eus gwalarn Arvorig. Savet e voe un doursan 27 km hirder, hag a zegase dour da savadurioù foran ar gêr hag a lakae anezhi ivez da vezañ brudet. An doareoù da sevel tier e doare ar Romaned a voe degemeret e kêr koulz ha war ar maez. An Domus e-kichen pennospital Karaez eo an ti anavezet ar gwellañ e Kreiz-Breizh, ha gant ar studiadenn a zo bet graet anezhañ e c’haller gwelet da beseurt mareoù e oa bet kêr o kreskiñ hag o vont war ziskar. Savet e voe an ti-se gant mein eus ar vro, a zeue kalz anezhe eus mengleuz Lokuon e Pleurdud, dre ma oa keroc’h lakaat degas marbr evit sevel tier.

Er Vvet kantved e oa erruet en Arvorig enbroidi eus inizi Breizh-Veur, hag a dec’he dirak ar vorlaeron iwerzhonat. Klozioù ha mogeriadoù kreñvaet stank a oa e lec’hioù strategel war an harzoù etre Kerne ha Bro-Wened, heñvel ouzh ar re etre an Osismied hag ar Weneted. Aozadur diabarzh an tier-annez a zegas soñj eus ar “villae” giz an Henamzer, gant un disparti etre an ti-annez, a oa war un uhelenn, hag ar porzh en traoñ, ha pep tra a oa gronnet gant ur c’hae hag ur foz. A bep seurt liammoù hag eskemmoù a oa gant inizi Breizh-Veur ha gant rouantelezh ar Franked. Ur skouer vat eus an dra-se a weler gant kloz uhelidi Bresilien e Paoul, dre m’eo rouez ar priajoù a zo bet kavet ennañ. Kement-se a ziskouez e veze implijet listri koad, evel ma veze graet gant an Angled.

Adalek an XIvet kantved e voe kroget da c’hounit douaroù hag a oa fraost, gant an urzhioù relijiel, an Demplourien hag an Ospi­talierien dreist-holl. Evit dedennañ an dud e voe savet ganto kêriadennoù hag a oa dindan gwir ar gc’hevaez, ur reizhiad heñvel ouzh ar c’houmanant, dreist-holl e Menez Are. Diskouez a ra kêriadenn didud ar Goenidoù e Berrien e veze dilezet ar pennkêrioù-se a-wechoù, evit abegoù dianav deomp c’hoazh, dre ziouer a vammennoù skrivet. Gant an dizemglevioù etre dugelezh Breizh hag ar rouantelezh c’hall o doa gallet noblañsoù zo kemer o c’hreñv ha pinvidikaat. Ar c’hastelloù, a c’haller gwelet lod anezhe c’hoazh evel e Korle pe er Gemene, a ziskouez e oa rannet ar vro etre kontelezhioù ha beskontelezhioù. Pa dalvezent d’en em zifenn en deroù, e teujont da vezañ arouezioù pompadoù tamm-ha-tamm ha war o zro e voe tud a-wechoù o sevel kêriadennoù.

Klozadur Kreizy

Ar stank m’eo al lec’hiennoù anavezet bremañ e Kreiz-Breizh a ziskouez pegen pouezus eo al labour renabliñ a zo bet kaset da benn. En deroù e oa 866 lec’hienn hag a zo bet adwelet penn-da-benn ha bremañ ez eus 1 700 lec’hienn anavezet en holl, bezet hogos 50 % a gresk.

Glad henoniel ar c’horn-bro-mañ eta zo ken fonnus ha hini an takadoù all er rannvro.

Peurliesañ e vez gwarezet gwelloc’h al lec’hiennoù amañ, dre ma vez savet nebeutoc’h a diez nevez ha ma n’eo ket bet adlodennet an douaroù kement hag e lec’hioù all.

Gant kalite ha kementad an titouroù dastumet e c’haller bremañ displegañ ar cheñchamantoù a zo bet er c’horn-bro-mañ a-hed an istor.